Logos Multilingual Portal

Select Language



[ No Biography for this Author ]

al levr zo unan eus an eneiennoù a eürusted a zo digor deomp
an arvar zo unan eus anvioù ar speredegezh
an den n\'eo ket ar pezh ez eo abalamour d\'ar pezh a skriv, met abalamour d\'ar pezh en deus lennet
ar gablusted a bad keit hag ar c\'heuz
ar garantez-vro eo an dallañ a bep youl
ar gwirvoud eo ar pezh a wel ar braz eus an dud evel gwirvoud
ar marv zo ur vuhez bet bevet. Ar vuhez zo ur marv da zont
ar moral, marteze, a zo ur skiant hag a zo aet da get e pep lec\'h er bed. Ingal eo; ret e vo deomp he c\'hrouiñ a-nevez
ar skrid-orin n\'eo ket feal d\'an droidigezh
ar vell-droad a vez gwelet mat, o vezañ ma vez gwelet mat bezañ genaouek
da belec\'h emaout o vont, Ivan? Da vMinsk. Gevier a lavarez, Ivan! Lavaret a rez din emaout o vont da vMinsk a-benn lakaat ac\'hanon da grediñ emaout o vont da vMoscova, met evit gwir ez eo da vMinsk emaout o vont. Gevier a lavarez, Ivan!
da gomunisted zo, bezañ enep-komunist a dalvez bezañ faskour. Kement-se a zo digomprenus, evel lavaret eo mormon an neb na lavar ket eo katolik
din e seblant ez eer re bell ganti evit a sell an ifern hag an neñvoù: oberoù mab-den ne zellezont ket kement-se
graet em boa ar gwashañ pec\'hod a-viskoazh: ne oan ket laouen
hor memor hon-unan omp, ar mirdi faltazius-se a stummoù kemm-digemm omp, ar bern-se a velezourioù torret
karout hon enebourien (evel ma c\'houlenn an Aviel) n\'eo ket ul labour evit an dud, met evit an aelez
kavout a ra din e tellezimp, deiz pe zeiz, bezañ dieubet diouzh ar gouarnamantoù
mervel zo ur voaz a zo gant an dud
ne oa ket bet va soñj tostaat ouzh ar bobl em skrivadennoù. Evit gwir, ne oa bet morse va soñj tostaat ouzh den ebet
n\'eus netra hag a zo savet war ar maen; pep tra a zo bet savet war an traezh, met ret eo sevel batimantoù war an traezh evel pa vije maen
n\'evan ket alkool. Ket abalamour d\'ar vertuz, met pa\'z eus un evaj a gavan gwell, da lavaret eo, an dour
n\'ouzon mann eus al lennegezh kempred. Abaoe ur pennad ez eo ar C\'hresianed ar skrivagnerien a zo kempred ganin
pa oan-me yaouank, ne oa ket a v-best-sellers, ha ne oamp ket evit en em werzhañ evel gisti. Den ne felle dezhañ hor prenañ
pa van kousket e tisoñj an den e-unan. Pa zihun e talc\'h soñj anezhañ e-unan
ra fougaso ar re all al levrioù bet savet ganto; me zo stad ennon gant ar pajennoù am eus lennet
renkañ ul levraoueg zo un doare sioul da vezañ burutellour skridoù
siwazh e c\'haller bezañ e karantez da bevar-ugent vloaz. Me, evit gwir, a skriv a-benn ankouaat ar garantez
tonket e voe-eñ, evel ma vez d\'an holl dud, bevañ dre vareadoù a zienez
tro-pe-dro eo bet pep ger un nevezc\'her
un den mat zo speredek hag unan drouk zo sot. A-gevret ez a perzhioù ar vuhez vat ha perzhioù buhez ar spered
war an holl, gant pep bro emañ ar yezh a zellez